Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/62

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
52

Hac evel tud barbar en e assassinjont.
Cetu lazet Beuvet dre eun tol trahison ;
Mes e dud o devo a guementse rêson.
Biscoas sur maro den ne voe en Franç qen qer
Vel m’oe maro Beuvet, c’houi velo gant amzer.

Mogis, Mab da Veuvet, a yas gant courtoasi
Bete mibien Emon, a voa e guendervi,
Hac an daelou o scuill demeus e zaoulagad,
O fedas d’er sicour da venj maro e dad.

Renod hac e Vreudeur a bromet d’o c’hender
Penos maro e dad a yê da goustout qer.
Ma hejont da Baris assambles gant o Zad,
Da c’hoari an tricon a esperent ervat ;
Rac Renod a lazas en palez Charlamagn
Bertelot, e niz propr, hep nemeur a vorgagn.
Rac-se ar Roue Franç a gonjuras Emon,
Da c’hout hac én a voa coupabl a drahison.

Emon evit bea discarg a vugale,
A renonças dêze en presanç ar Roue,
Hac e tou davantach, var levr an Aviel,
En em discléry dêze eun adversour mortel.

En qichen eur c’hoat bras, hanvet Forest Darden,
Eno en em guzas prest ar Chevalierien,
El lec’h ma vatisjont eur c’hastel voa crén-mad ;
Hoguen attaqet voent hep dale gant o Zad.

C’houi velo ze embêr amploc’h, gant graç Doue,
Rac na ven importun, me guemer va c’hònje.



————