Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/50

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
40

Ze a vago en Franç brezel a gousto qer ;
Rac calz nerz ha puissanç a zo a bep coste :
Ne zeus qet, m’en assur, fin c’hoas da guementse.
Mes, êru ê Fosson, unan a dud Beuvet ;
Ni a glêvo bremàn petra zo c’hoarveet.

Fosson.

Bonjour Duc puissant, ha dêc’h oll, Baronet ;
Me zo deut ho pete, mes nonpas hep sujet,
A beurs an Duc Beuvet evit ho saludi,
Ha d’ho pedi ive gant pep seurt courtoazi,
Mar be ho madelez rêi deàn asistanç
Ebars en eun affer demeus a importanç :
Qer bras ê ar goler a zo enep ho preur,
Ma zoar eus a bep tu e clasq deàn maleur.
Ar Roue Charlamagn hac e Balatinet,
O deveus conspiret revin an Duc Beuvet :
Ordrenet e zeus mont da vassacri, allas !
An oll en Egremont, coulz ha bian ha bras,
Ha Beuvet, ma eller, a vezo difframmet
Ebars en carteriou gant pep seurt crueldet.
Rac-se én ho suppli humblamant, hac ho preur,
Mar oc’h eus nep true o velet e valeur,
D’ober prest dilijanç da bourve tud armet,
Da zont da Egremont prontamant d’e gavet.
Autrou an Duc Nanteuil, mar grit se evitàn,
Ar rest eus ho pue contit mad varneàn.
Hac e vo oblijet dêc’h epad e vue :
Cetu va c’hevredi brêfamant, Autrone.

An Eil Baron.

Petra ê ar sujet ma ê qer coleret
Ar Roue Charlamagn ouz an Autrou Beuvet ?
Goechal en em garient dre garante fidel,
Ha bremàn emedint adversourien mortel :
Eur chanchamant estranch e zê sur qementse.