Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/49

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
39

Ni a zo pêvar breur zo Duqet hor pêvar,
Ha n’hon eus qet cavet hor pâr var an douar ;
Ni hon eus bet qement hor fortun avancet,
Ma ellomp, mar qeromp, bea oll curunet.
Mes bremàn, Baronet, me a lavaro dêc’h
Eun dra a meus clêvet a ra din calz a nec’h.
Ret ê ec’h ententac’h ar Roue deus a Franç
A zo bet qen hardi da zont d’en em avanç
Da zont da zeputi e vab ena Lohier,
Fouqes ha Ganelon ha pêvar Ecuier,
Da vont da Egremont da soumeti va breur
Da bêa, evel qent, tribut d’an Ampereur ;
M’o deus comzet qent rust demeus a bep coste,
Qen nen dê commancet entreze ar melle.
Lohier en deus lazet unan a dud Beuvet,
Mes Lohier ha daou all zo ive massacret,
Ha rentet er stat-se d’e dad, ar Roue Franç,
Evit en difia : na pebes insolanç !
Mar dê güir qementse, me hoc’h assur ervat,
Ez ê va breur Beuvet ar vech-mâ en fall stat ;
Rac evit Charlamagn, me voar ze a dra sclêr,
A venjo var va breur maro e vab Lohier.
Me meus c’hoant ec’h afe eur c’hannat em reqet
Bremâ-zouden vantan bete va breur Beuvet,
Da c’hout hac én a zo güir ze en assuranç.
Ret vo, mar be ezom, rêi deàn asistanç ;
Rac me vo bruzunet qer munut ha paste,
Qent ma souffren ober nep outrach d’am ligne.

Qenta Baron an Duc Nanteuil.

Autrou, ne gredàn qet e ve güir qementse,
Pa na zigaç Beuvet eur gannat ho pete,
Da bedi ac’hanoc’h da bourvei tud armet
D’er zicour d’en em venj eus e enemiet ;
Enemiet en deus, mar dê lazet Lohier,