Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/51

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
41

Ha güir eo ê lazet Lohier, Mab ar Roue,
Ebars en Egremont gant an Autrou Beuvet ?
Rac ni hor boa a ze eun dra benac clêvet ;
Mar d’ê güir qementse, me oc’h assur ervat
E teuyo Charlamagn da rêi deàn combat.

Fosson.

Allas ! ze ar sujet hac an occasion
A laqa calz a dud en desolation
En Rouantelez Franç etouez an dud jentil,
A vago eur brezel criminel ha civil.

Nanteuil.

Me a meus ententet penos e ma ’r choari ;
Rac-se, va mignonet, demp d’en em brepari
Da vont da Egremont da asista va breur,
Ma vomp êru eno qent tud an Ampereur ;
Ha mar hor be nep aon da vea surprenet,
Ni deuy c’hoas d’ar vro-mâ da bourve soudardet,
Qement ha qer bian, ma rayomp ar voyen
Da ellout repoussi hon oll adversourien.

Ar C’henta Baron.

Autrou, pa zezirit, me zo prest da vonet.

An Eil Baron.

Ha me a yêl ive, hep bep difer ebét.

An Duc Nanteuil, e zaou Varon hac an arme a barti
 evit mont da Egremont da zicour an Duc Beuvet.

————

Daouzecvet Dialog.

An Duc Emon hac e Vugale.

Emon.

Orsus, va bugale, pa omp amâ hor pemp,
E meus dezir bremàn penos e conferfemp
Var sujet ar maleur a zo bet c’hoarveet
Entre tud ar Roue hac hoc’h eont Beuvet.