Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/423

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
413


————


Pemzecvet Dialog.

Renod hac e vibien a êru en Montoban; Renod a lavar :.

Harça, va bugale, pa omp er guêr rentet,
Em be c’hoant, m’hoc’h assur, dont bremàn da zonet
Da rêi dêc’h-u gant joa amàn evit partach
Loden eus va madou, hep gortos davantach.
Da Yonet e roàn Dordon, hep nep seurt poan ;
C’houi, Emonet, ho po castel caer Montoban.
Va bugale, me meus grêt calz a valeuriou ;
Pinijen a vàncàn ober d’am pec’hejou.
Me a ya d’ho qüittât, hep nemeur a zale ;
Calz a boan a ra din pa zònjàn qementse.

Yonet.

Ne gredàn qet, va zad, ho pe ar volonte
Da zont da zilezel bremàn ho pugale.
Chommit ganemp er guêr evit hon asista ;
Ho presanç, va zad qèz, a rafe demp calz joa.

Renod.

Tavit, va bugale ; ne gomzit qet a ze :
Ne vin qet maleürus, credit mat an draze.

Emonet.

Demp eta, va zad qèz, bremàn da reposi.
Chommit ganemp er guêr, hac e vimp dizourci.

Sortial a reont oll.


————


C’hoezecvet Dialog.

Renod e-unan, güisqet gant eur zê, hac eur vas
en e zorn, en em bresant dirac dôr qær. Eur Porcher.

Renod.

Digorit din an nôr, mar plij ganêc’h, Porcher,
Rac c’hoant a meus bremàn d’ellout tremen dre guær.

Ar Porcher.

Pelec’h e zit-u-ta ? lavarit, va mignon ;
Laqait eves mat, rac calz zo a laeron.