Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/424

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
414


Renod.

N’eus fors, va mignon qer, m’en em fi en Doue ;
Mes lavarit d’am zud caout sònj ac’hanòn-me,
Rac biqen em bue n’am güelint birviqen ;
Me a ya en eun tu da ober pinijen,
El lec’h m’en devo c’hoant an Doue eternel,
Rac me a meus bet grêt da galz a dud mervel.
Allas ! va c’honscianç a rebech calz din re,
Mes me rêi pinijen bete fin va bue.
Dalit, va mignon qer, dalit va diamant ;
Ennes a dalve sur eur som bras a arc’hant.
P’am boa-me er prenet, e coustas din mil scoët ;
Me en ro dêc’h, Porcher, evit netra ebet.

Ar Porcher.

Renod, m’ho trugare. Me reqet dêc’h boneur ;
Me rêi ho courc’hemen d’ho mibien ha breudeur ;
Glac’har zo em c’halon, pa deuit d’hor c’huittât ;
Ha pa zonjàn en ze e meus calz calonad.

Renod a zorti. E Vreudeur hac e Vugale a antre.


Ar Porcher.

Salud~dêc’h, Autrone, ra vo ganêc’h Doue,
Glac’har zo em c’halon o tonet ho pete.
Eur c’hêlou an trista a ràncàn lavaret ;
Mes me ranc en disclêry, pa ê din commandet.
Partiet ê Renod da ober pinijen,
Vel en deus lavaret, credit mat ha certen :
Va c’harguet en deveus dont doc’h avertissa ;
Grêt e meus va dever : qen a vo ar c’henta.

Richard.

O Doue, va C’hrouer ! possubl e ve penos
E ve êt qüit va breur ebars en creiz an nôs,
Hac hor c’huittaet oll hep hon avertissa !
Pa gonsideràn ze, e zòn prest da voela.
Mont a ràn en eun tu da bedi hor Zalver
Evit va breur Renod, ma teuyo prest d’ar guêr.

Sortial a ra.