Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/422

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
412

Me rêyo did santout ar boez demeus va lanç,
Hac eus da gomzou vil te po ar recompanç.

Yonet er sco hac en discar ; Rohars a zao hac a lavar :

Me en rento dêc’h sur, n’ho peit qet a nec’h :
Ne zonjit qet, michanç, ê dizec’het va brec’h.

Yonet.

N’en dòn qet touchet c’hoas ganêch-u, camarad ;
Mes me a ya bremàn d’ho peuzi en ho coad.

Trec’hi a ra e vrec’h clei deàn.


Rohars.

Va Doue ! ho peit true ouz va ene ;
Coll a ràn va oll goad : êchu é va bue.

Yonet.

Ha te halvo va zad traitour eur veach-all ?
Lavar ze din amàn, te bremàn, coqin fall !
Anzav da c’haou ractal, den vil ha divalo,
P’otramant out certen da receo ar maro.
Conven out eur gaouyat amàn en bêr langach,
Pe me as façado evel ma rêr d’eul lach.
Pa ne lavares guer, me ya en eur flippat
Da drec’hi did da benn certen, va c’hamarad.

Trec’hi a ra e benn.


Emonet.

Pa omp victorius, demp bremàn-ta, va breur,
Da offr hon homachou da Charles, Ampereur.

Yonet d’ar Roue.

Petra a zònj dêc’h, Sir, hor be c’hoas da ober ?

Charlamagn.

Netra, va mignonet : grêt oc’h eus ho tever.

Mont a reont da bocat d’o zad.


Renod.

Me rent graçou bremàn d’hor güir Zalver Jesus,
Pa oc’h bet er gombat chommet victorius.
N’eus nicun eus ho taou ac’hanoc’h-u blesset.

Emonet.

Dre c’hras Doue, va zad, ez omp bet preservet.