Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/419

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
409


————


Trizecvet Dialog.

Renod, e Vugale hac e Vreudeur.

Renod.

Harça, va bugale, bremàn e vo güelet
Ha c’houi oc’h eus couraj ho tad, ho heontet.
Deut aroc, Emonet, c’houi ê ar mab ena ;
C’houi oc’h eus mui a nerz eguet ar yaouanca.
Dalit va flamberje, a zo eur c’hleze mat,
Ha tennit güir venjanç gantàn evit ho tad.

Emonet.

Va zad, beit certen ha credit hep douetanç
E yêlo an affer herves hon esperanç ;
Rac credi a reomp e vimp sur trec’hourien,
Gant ar c’hraç a Zoue, var hon adversourien,

Renod.

Deut-ta, va bugale, m’ho cunduin gant joa
En creiz eus ar blenen an Itron-Varia ;
Deut entre va divrec’h evit ma poqin dêc’h :
Graç ma teuy ar victor er gombat-se ganêc’h.

Sortial a reont, evit antren souden. Eur Messajer a antre.


Ar Messajer.

M'ho ped, Renod, da zont da guemeret true
Demeus ho pugale, pe ’ collint o bue,
Rac mab Griffon a zo bremàn n’em ambusqet
En qichen ar blenen gant calz a dud armet,
Hac o deus oll touet gant arrach var o le,
Mar gonit ho mibien, e tistrujint anê.

Renod.

Oh ! Rouantelez Franç ! ha possubl ve biqen
Ne vez qet delivret demeus a dreitourien !
Hit prest d’en em armi, m’ho ped, va breur Richard,
Ha grit armi ho tud, hep bea tam couard ;
Hit gant hast d’ar blenen, hep arêti pelloc’h,