Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/420

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
410

Ha grit ma ho coelo an oll mad ac’hanoc’h ;
Ha mar teu mab Griffon da sqêi va bugale,
Deut hardi d’en laza, hep egard na true.

Richard.

M’ho ped, va breur Renod, n’en em chagrinit qet :
Ha var ho pugale beit oll divorc’het.

Sortial a reont oll, sepet Renod. Charlamagn a êru.


Charlamagn.

Pelec’h e màn Richard ? lavarit din, Renod ;
Me gred eo êt ive da velet an assot.

Renod.

Ia sur, va Roue, ouz se beit certen,
Rac soupçoni ra calz eus eno traitourien.

Charlamagn.

Ne vint qet trahisset, Renod, qeit ma vin beo ;
Demp d’an tour huella ; ac’hane ni velo
Hac én vo lealdet dirac ho pugale.

Renod.

Demp eta, Ampereur, pa ê ho polonte.

Mont a reont d’an Tour.


Charlamagn.

Petra ê qementse ? Renod, din lavaret ;
Me vel Richard duont gant calz a dud armet.

Renod.

N’ho pet qet a chagrin, Ampereur eus a Franç,
Rac qementse zo oll evit rêi assuranç.

Ar gombatterien a antre. An trompillou a zon, hac
ar gombat a gommanç entre Emonet ha Constanç.


Emonet.

Dal, Constanç, da gommanç, eur flippat var da benn,
Hac a zervicho did evit da groas nouen.

Constanç a goe d’an douar.


Bremàn, den fall, te ranc êchui da vue :
Ha traitour ê va zad ? lavar ar virione.

Constanç a zao hac a lavar :

Eh bien-ta, Emonet, me nòn qet c’hoas maro ;
Mar gallàn da attrap, me as recompanço.

Sailla ra var Emonet evel da c’houren.