Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/418

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
408

Va zad, gant bugale Fouqes de Morillon,
A lar ho poa lazet o zad dre drahison.
Goulennet hon eus bet ractal gant ar Roue
An enor d’ho venji divar goust hor bue ;
Accordet en deus demp, hac en deus ho calvet
Da rêi da c’houzout dêc’h ar pez zo c’hoarveet.

Renod.

O va bugale guèz ! Doue d’ho sicouro :
Ra deuyo d’ho miret da receo ar maro !
Graç dêc’h er gombat-se da zouten hon enor,
Da zont da Vontoban gant gloar ha gant victor.

Charlamagn a antre dre eur c’hoste ;
Rohars ha Constanç dre eun all.


Rohars.

Cetu ni, Ampereur, bremàn en em rentet
Er plaç eus ar gombat oc’h eus demp assinet.

Roland hac Olier a antre.


Roland.

Cuzul fall oc’h eus bet da ober qement-màn ;
Qeuz a elfac’h da gaout, ouz se oc’h assuràn.

Charlamagn.

Ret e vo d’ar blenen bea divoellet mat,
Rac aon a drahison zo demp-ni dianat ;
Rac Rohars zo carguet demeus a draitourach,
Mes Renod hac e vreur zo daou zen a gourach,
Richard, pa ve fachet, n’espern Comt na Baron
Ha pa ve er gombat zo evet eul leon.
Eun deiz voe var ar poent da zonet d’am laza ;
Abaoue ar poent-se e meus sonj diontâ.
Rac-se, va niz Roland, hac ive Olier,
Grit ober justiç vad, m’ho ped, va mignon qer.

Olier.

Impalaer Charlamagn, na vet qet chagrinet,
Ni rêyo justiç vat, var ze ne vanqimp qet,
Ni ya bremàn diouc’h-tu da ober hon dever,
Evit senti ouzoc’h en eur c’her braç affer.