Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/417

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
407

Ha gouzout o respet evit ho Majeste.

Charlamagn.

Renod joa vras meus ; n’allàn qet en em glêm
O velet oc’h distro eus a Jerusalem.
Deus ho mibien ive e meus eur joa barfet :
O c’hundu zo en oll evel ma ê dleet.
Da Emonet e meus eur presantic roet,
M’ê bugale Fouges meurbet en em fachet,
Hac oc’h bet accuset a draitourach gante,
Ho poa lazet o zad dre eur güir lachete ;
Mes ho taou vab, Renod, n’o deus qet bet souffret
Ho trêti eus a lach hep espern poent abet ;
M’o deveus arrêtet demeus an daou goste
E voa ret combatti da approuv qementse.
D’ar sujet se hepqen e meus ho qemennet
Da gaout hoc’h assistanç, rac aon vent trahisset ;
Hac evit prouvi dêc’h va c’harante barfet,
An urz a Chevaliêr a meus dêze roet.

Renod.

Güelet a ràn ervat, Impalaer ha Roue,
Oc’h eus güir garante evit va bugale ;
Meurbet e zòn joaus, er güelet a rér sclêr,
M’oc’h eus va zaou vab qer armet da Chevalier.
Lavarit bremàn, Sir, pelec’h vo ar gombat :
Doue da rêi dê ’r c’hraç d’en em difen ervat.

Charlamagn.

Duont, er blenen gaer an Itron-Varia.
Me rêi dê peb a varc’h, peb a gleze gant joa :
Joa vras ve din güelet ho taou mab triomfant
Var bugale Fouqes, zo traitourien mechant.

Charlamagn a sorti, ha bugale Renod a antre.


Emonet.

Devez mad dêc’h, va zad, gant peb humilite :
Grêt omp Chevalierien bremàn, dre c’hraç Doue,
Eun enor ar c’haera, ma zeus hini er bed ;
Mes eur jalousi vras zo ouzomp qemeret,