Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/416

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
406


————


Daouzecvet Dialog.

Renod hac e Vreudeur. Oger, pehini a lavar :

Salud, qender Renod ; me a zo deut expres
Abers an Impalaer d’ho cundu d’ar pales.
Deut diouc’h-tu d’e gavout, ne laqit nep termen,
Ho mibien zo ’n danjer eus abers traitourien.
Lavarat a reont éz ê dre lachete
Oc’h eus lazet o zad : deut da brouv eo fos se.
Hac evit ma vouezot en oll ar wirione,
Ar gombat zo fixet evit varc’hoas creiz-de.

Renod.

Antreit em c’hastel, va c’hender, va mignon,
Evit ma comzln dêc’h var eur seurt qestion.
Me meus da gonta dêc’h eur c’hêlou zo neve :
Me a zo qemennet da Baris hep dale ;
Abers an Ampereur e zoar deut d’am pedi
Da bartial ractal, hep nep tam differi.
Va mibien zo eno trêtet a draitourien
Gant bugale Fouqes en pep seurt fall termen ;
Qement int coleret demeus a bep coste,
M’ê fixet ar gombat evit varc’hoas creiz-de.

Richard.

Pa yit-ta da Baris, ni yêl ganêc’h, va breur,
Evit caout an enor da velet an Ampereur ;
Ha mar teufe nep den da vancout d’ho mibien,
Me en draillo ractal, ouz se beit certen.

Renod.

Demp eta, va breudeur, p’oc’h eus ar vadelez,
Da velet petra vanc d’an Impalaer Charles.

Mont a reont en hent, hac ec’h êruont en Paris.


Salud dêc’h, Ampereur, salud dêc’h, va Roue ;
Diredet òn d’hoc’h urz da c’hout ar virione,
Da c’hout comportamant demeus va bugale,