Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/415

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
405


Rohars, breur Constanç, a zav ive, hac a lavar :

Me brouvo dêc'h, Yonet, hac a lavar bremàn
E ho tad eun traitour : cetu va gaj amàn.

Charlamagn.

C’houi zouten eur gos fall, credit en güirione,
Hac e tisfec’h caout qeuz marteze prest goude.

Emonet.

Qemerit gaj Rohars, Ampereur, me ho ped,
Ni gombatto oute, rac n’omp qet poeltronet.

Rohars.

Ha ni, va Impalaer, a zo contant ive :
Hon daou oute o daou ni gombatto oute.

Charlamagn.

Rohars, ha c’houi, Constanç, qent dont da gombatti,
Fournissit cotion evidoc’h peb hini.

Idelon.

Beranger, coulz ha me, ha neuze Pinuhel,
A gotion dêze vel qerent naturel.

Nêm.

Richard a Normandi, Oger ha me hep fot,
A zo o c’hotion da vugale Renod.

Charlamagn.

Eh bien, va Baronet, avoalc’h ê qementse :
Varc’hoas e commanço ar gombat da greiz-de.
Deut ho taou ganén-me, Emonet hac Yonet,
M’ho crin Chevalierien hep nep dale ebet.

Sortial a reont, ha Charlamagn a lavar :


Clêvit eta, Oger, hit buan, me ho ped,
Da ober da Renod dont buan d’am c’havet,
E meus eun ezom bras da gozeal gantàn :
Contit deàn, m’ho ped, an dra evel ma màn.

Nêm.

Sir, me rêi ho tezir eus a greiz va c’halon ;
Me a barti ractal vit va c’hommission.

Sortial a ra, hac ec’h êru en castel Renod.