Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/414

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
404


Emonet.

Ia sur, Prinç Roland ; pa güitajomp ar guêr,
E comzas calz ouzoc’h gant eur joa goal dener.

Charlamagn.

Demp bremàn, Autrone, da zebri, da eva
Gant mibien qer Renod d’en em rejouissa.

Sevel a rêr an dol hac ec’h azeont en qever Charlamagn.
Eur Chevalier a êru gant eur poignard en e zorn.


Ar Chevalier.

Deit, cetu eur poignard, Charlamagn, va Roue,
A gavàn a zo grêt ebars eur c’his neve ;
Dre ma ê eur pez brao ha meurbet curius.
M’en ro dêc’h en presant, Impalaer generus.

Charlamagn a guemer ar poignard.


Charlamagn.

M’ho trugare, mignon, demeus a galon vad :
Dalit eul louis-aour da gaout eur voutaillad.

Charlamagn.

Emàn zo eur poignard admirabl, excelant ;
M’en ro dêc’h, Emonet, dre maoc’h den vaillant.

Emonet.

Me ho trugareca, ô Ampereur puissant !
Meurbet oc’h jenerus ; me a gar ho presant.

Bugale Fouqes de Morillon, pere a voa ive ouz tol,
a guemer jalousi.


Constanç.

Hac én zo ret ober qementse a vombanç
Vit mibien eun traitour ? M’en tou, fe a Gonstanç.

Yonet.

Eur vicher fall a rit o terc’hel seurt discour,
Pa gredit lavarat ê va zad eun traitour.
Mar lazas va zad-me ho hini, credit mat
N’oe qet dre drahison, Charlamagn er goar mat ;
Ha mar carit souten e voe dre drahison,
Cetu aze va gaj : me n’òn qet eur poeltron.

Charlamagn.

Constanç ! tor bras oc’h eus o troubli va fales ;
Rac se, serrit ho peg, pe hit buan ermes.