Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/413

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
403


————

Unnecvet Dialog.

Ar Roue hac e suit a antre dre eur penn. Bugale Renod
dre eur penn all, hac a zaoulin dirac ar Roue.

Emonet.

Sir, ô va Ampereur ! Doue d’ho conservo
En peoc’h hac en yec’het betec heur ho maro ;
Da rêi dêc’h oll buissanç, prosperite bepret,
D’ho Princet, d’ho Comtet, coulz ha d’ho Paronet.
Ni zo deut ho pete, Ampereur souveren,
D'ho pedi d’hon receo, Sir, da Chevalierien,
Ni a ra offr dêc’h, Sir, demeus hon oll bouvoar,
Da renta dêc’h servich atao evit ho cloar.

Charlamagn.

Piou oc’h-u, Autrone ? lavarit, me ho ped :
Tud a galite oc’h, herves ouz ho qüelet.

Emonet.

Ampereur Charlamagn, me lavar dêc’h hep poan,
Omp bugale Renod demeus a Vontoban.

Charlamagn.

Savit prim en ho sa, ô va daou buguel qèz !
Digüezet mat ez oc’h certen bars em pales.
Penos a ra ho tad ? lavarit-se din-me ;
Hac én zo yac’h atao hac e vreudeur ive ?

Yonet.

Ia, dre c’hraç Doue hac e Vam ar Verc’hez :
En em recommandi a ra d’ho madelez.

Charlamagn.

M’ho crêi Chevalierien, abalamour d’ho tad,
Rac bea ê eun den hac a garàn ervat.
Hac abalamour dêc’h me a rayo re all,
Dre ma oc’h tud vaillant hac eus ar goad royal,

Olier, Nêm ha Roland a deu da bocat da vugale Renod.


Roland.

Lavarit din, m’ho ped, Yonet hac Emonet,
Hac én zo yac’h ho tad ha dispos mat bepret.