Renod daoulinet var ar be.
Va Doue, va breur qèz, pebes glac’har a meus !
Ranna ra va c’halon, fatic òn gant ar c’heuz.
Doue a vadelez, savetait he ene ;
Recevit anezi en pales an Æle,
Ha grit din-me ar c’hraç, goude ma vin maro,
D’ho meuli en joayou an ênvou vit ato.
Goude bea savet divar ar be, e vugale en em daoulin dirazàn.
Emonet.
M’ho salud a galon ha gant carante vad ;
Pebes boneur ê din ho qüelet, ô va zad !
Renod a boc d’e vugale, hac a lavar :
O va bugale baour ! m’ho ped gant carante,
Laqit ho confianç ebars ar güir Doue.
Güelet a rit penos ho mam zo decedet,
D’ober c’hoas pinijen me a rànco monet.
Beit atao honest, evel ma ê ho tad ;
Ne c’hoantait biqen ober nemet ar vad,
Rac Doue a zo just, ha ne vanco james
Da zont da broteji va bugaligou guèz.
Demp-ni da Vontoban, Mogis, demp, me a ped ;
Joa vras a vo eno p’hor güelot êruet.
Renod d'an ambassadour, a antre :
Hit, c’houi, ambassadour, da annonç ar c’hêlou :
Lavarit omp êru ebars en bêr gomzou.
An Ambassadour.
Me ya da bartia, p’am choazit evit se,
Hac a rai ho tezir, ne vo qet a zale.
————
Decvet Dialog.
An Ambassadour ha Bourc’hisien.
An Ambassadour.
Salud dêc’h, Autrone demeus a Vontoban ;
Me a zo deputet da zont betec amàn