Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/409

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
399

Demp eta, va breudeur, da ràncontr anèze,
Pa zistroont d’ar guêr, a drugare Doue.

Ober a reont an dro d’an theatr. Renod ha Mogis a antre.


Guichard.

M’o güel oc’h êruout pa gomzemp anêze ;
Avançomp eun nebeut, me ho ped, Autrone.
Meulet ra vo Doue hac e Vam ar Verc’hez
Ma oc’h distro d’ar guêr, Renod ha Mogis qèz,
Hac ive an oll Zent coulz hac an oll Æle,
P’oc’h eus bet ar boneur d’êruout en bue.

Pocat a reont da Renod ha da Vogis.


Renod da Alard.

Penos a ra va greg ? lavar, va breur fidel ;
Ha bea ê-hi yac’h coulz ha va daou vuguel ?

Alard.

Ia sur, va breur paour, ouz se bez assuret :
Yac’h ê da vugale qercoulz ha da bried.

Mogis.

En em drompl ra Alard ; n’en dê qet güir bremàn ;
Ho pried zo maro, a ze hoc’h assuràn.
Aboe m’oc’h sortiet ermès demeus ho prô,
Ne deus heanet tam o sònjal voac’h maro ;
Qement ha qer bian, va c’hender, a dra zur,
M’e deus rànqet mervel gant an displi]adur.

Renod, glac’haret oll.

O roue Charlamagn ! c’houi hepqen a zo bet
Ar penn-côs d’an trubuill a meus-me var ar bed,
Ouz va c’hass eus va brô d’ober pelerinach ;
Maro ê va fried ! manc a ràn a gourach.
Me ho ped, va breur qèz Alard, dre garante,
Da zisqeuz din ractal pelec’h e màn ar be
En pehini ez ê enteret va fried ;
Me ho suppli da ze dre garante barfet.

Alard.

Deut ganén d’an ilis, Renod, ô va breur qèz !
Ma velot-ta ar be en pini ma ’n Duqes.

Alard, Renod ha Mogis a ya d’an ilis.