Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/408

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
398


Mogis.

Cetu ni, va c’hender, êru en qichen Rom,
Qær zantel eo pini e màn ar Pab o chom.
Bremàn ni a yêlo, mar cavit agreab,
D’en em brostern hon daou eno dirac ar Pab,
Da c’houlen dioutan pardon d’hor pec’hejou,
Hac e vizericord demeus hon oll grimou.

Renod.

Demp eta, va c’hender, gant resolution ;
Pell-amzer zo em boa da ze intantion ;
Ha mont var hon daoulin a gavan a ve mad,
Dre m’ê Chef an Ilis, hac herves se hon Tad.

Goude bea côvessêt gant ar Pab, en em lacont en hent.


P’hon eus bet ar boneur d’anzav hor pec’hejou,
Cuntunuomp hon hent, ha pedomp an Autrou ;
En em hastomp afo evit mont da Dordon :
Ma ven êru eno, e ve joa em c’halon.

Mogis.

Pa garfot, va c’hender ; ne c’houlennàn qet voell :
Partiomp-ta ractal, na zaleomp qet pell.

————

Novet Dialog.

Alard, Richard ha Guichard a antre dre eur c’hoste.
Eur Chevalier eus a Dordon a antre dre eur c’hoste all.

Ar Chevalier.

Me ho salud, Alard, hac ho taou vreur ive ;
Renod a deu d’ar guèr, a drugare Doue ;
Ha Mogis, a glêvàn, a zo êru ive :
Rac se, demp d’o ràncontr, me ho ped, hep dale.

Alard.

Ra vezo beniguet ar moment hac an heur
Ma annoncit se demp. O moment a voneur !
Biscoas qement a joa ne santis em c’halon
Evel a meus bremàn, m’oc’h assur, va mignon.