Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/400

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
390

Da êlumi gant joa hac hast hon cierjen.

————

Pempet Dialog.

An Turqet pere a voa o tioual Tour David, a zo goal

estonet o velet ar sclêrigen, hac a gri

evit guervel o Admiral.

Un Turq, d’an Admiral.

Deut buan, Admiral, me ho ped, da velet...
Sellit ar gristenien duont illuminet.

An Admiral a antre hac a lavar :

O Profet Mahomet ! peseurt rejouissanç !
Me ya d’en em venji amàn en ho presanç.
C’hoarve a ra gante evel ar cygn pa voel
Peurvuia o cana var ar poent da vervel ;
Rac ervat e velont e vint oll distrujet,
Ha gouscoude ez int meurbet rejouisset.
Nan, me ne vanqin qet varc’hoas aroc creiz de
Da rusia ar pave gant goad an dud fall-ze.

Renod hac e suit.

.
Baron Syrii.

Autrou, petra dleomp bremàn-ta da ober ?
Dleout a reomp-ni mont da attaqi qær ?

Renod.

Autrou, va mignon qer, manific e comzet,
Rac qær a rànco sur bea prest attaqet.

Mogis.

Partiomp, va c’hender, ha demp incontinant
Da gavet Magaris hac e oll dud vaillant.
Ret ê demp, va c’hender, mont dre civilite,
Hep nep tam aroganç, da zurpren aneze :
Tremenomp ar gardou hep lavaret netra.
Ha pa vimp en o c’hreiz commançomp d’o laza
Hardi ha courajus, hac a glei hac a deo,
Hachomp aneze oll, na chommo nicun beo.

Arme ar Roue a zon an trompillou er c’hamp.


Baron Syrii.

Arça, Baronet Franç, ha c’houi zo preparet ?