Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/399

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
389


Mogis.

Autrou, ni a approuv ar pez a leveret :
Mar dê güir qementse, e vo sur delivret.
Hit da guemen d’unan a c’heffou hoc’h arme
Digass demp peb a lanç, ouspen, peb a gleze,
Ha ni ho sicouro diouz hoc’h enemiet :
Nê qet hor c’henta goech d’o bea combatet.
Ni zo Chevalierien demeus a galite,
Evidomp da vea güisqet en paourente.
Hit, lavarit penos ez omp-ni christenien,
Ha ni ho sicouro, pa golfemp hor c’hroc’hen.

Baron Syrii.

Ah ! Chevalier vaillant ! pa oc’h deut en hor brô
Qemerit ho c’harmou, ha c’houi hor sicouro.
Ni ho laqay certen, gant an oll gürione,
Evit ar c’henta chef er penn eus hon arme.

Renod.

Pa rit din an enor, bet certen mad hirio
Vit ar Roue Thomas assur me gombatto.

Ar C’homt Rams.

Deut ganén-me bremàn, Chevalierien vaillant,
Da wisca dillad caer a aour hac a arc’hant.

Renod.

Pardon a c’houlennàn demeus ho charite :
Ne chenchimp qet habit na va c’hender na me,
Me en assur, Autrou, nemet pa vimp-ni bet,
O visita e Ve d’hor Zalver beniguet.

Ar C’hont Jaffres.

Autrone, sortiomp oll da veuli Doue,
P’hon eus ho rancontret an devez a hirie,
Seblantout a ra din e tleomp oll cavet
Ebars hon tantennou goulaou alumet
D’enori an dud-màn ha trugarecat Doue
Da vea bet grêt dê da zont en hor bete.

Baron Syrii.

Demp eta, Autrone, pepini d’e danten,