Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/398

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
388

Renod a Vontoban a rêr eus ac’hanòn ;
An Duc Emon a rêr dre oll demeus va zad,
Me anzav ze ouzoc’h demeus a galon vad ;
Emàn ê va c’hender a zo hanvet Mogi.
Demeus ar memes goad e zomp-ta hon daou-ni.
Deut omp da visita amâ ’n Douar-Zantel,
Ha Bez sacr a Jesus, hor Mestr celestiel.

Ar C’homt Rams, daoulinet, a lavar :

Ah ! Chevalier Renod ! nopla den voe biscoas,
Recevit va homach, rac va joa a zo bras ;
Va fuissanç, va madou, a offràn dêc’h amâ ;
Disposit dioute evit va oblija.

Renod.

Savit buan er za, rac va outraj a ret.

Ar C’homt Rams.

Renod, ne zavin qet n’ho po va zelaouet.

Renod.

Autrou, va güir vignon, demeus a galon vad
Me accord dêc’h ho c’hoant ; mes savit ta timat.

Ar C’homt Rams, a zav en e za, hac a lavar :

Renod, ha c’houi c’heus peoc’h gant ho Roue puissant ?
Penos ra ho preudeur ? Chevalierien vaillant ;
Hac ho qender Mogis, a zo presant amàn,
Deus a greiz va c’halon graçou dêc’h a rentàn.

Renod.

Va breudeur a zo yac’h, a drugare Doue ;
Bea hon eus ar peoc’h bremàn gant ar Roue ;
Da drugarecat Doue eus ar peoc’h zo sinet
Omp deut da visita ar be m’ê entêret.

Ar C’homt Rams.

Ah ! Chevalierien guèz ! c’houi zo deut mat bepret ;
C’houi ar vaillanta tud a voe biscoas güelet ;
Me ho ped da receo bremàn va homach bras,
Ma teuit da zicour ar Roue qer Thomas,
Prisonnier Admiral ar Mahometanet :
M’ho ped d’en delivra demeus ar forbanet.