Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/397

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
387


An Den Ancien.

Eleal, va mignon, an Admiral a Bers
A zo ar mestr en qær, hac e dalc’h dre e nerz ;
En deus e c’hemeret, allas ! dre drahison,
Me ya da gonta dêc’h en petore fêçon.
Antren a ras en qær hep ober nep tam brud,
Güisqet en pelerin, coulz evel e oll dud.
Pa voent ebars er guær. en em lacjont timat
Da brepari armou vit commanç ar gombat ;
Ma voe qemeret qær gante casi antier,
Va c’hredit, Autrone, hep lavarat guevier,
P’êru ’r Roue Thomas demeus an Armeni
Evit en em difen demeus an enemi :
O zrec’het oll en deus, a drugare Doue,
Mes esper en deus c’hoas da rêi ar chasse dê.

Renod.

Lavarit, me ho ped, ebars en bêr termen,
Hac én ’ deu alies d’attaq ar gristenien.

An Den Ancien.

Ia sur, Autrone, m’en lavar gant regret,
Calz int demeus a dud, mes n’o deus chef abet.

Renod.

Demp bremàn, va c’hender, da zevel eul lochen,
Evit ma reposimp, rac an amzer zo yen.

Sortial a reont.


————

Pêvarvet Dialog.

Ar C’homt Jaffres, Baron Syrii, Renod, Mogis,
 hac ar C’hont Rams, pehini a lavar :

Autrone, lavarit din-me, me ho suppli,
Dre ar fe dleet d’an Templ a deuit d’adori,
Piou oc’h, hac a belec’h, mar plij dêc’h lavaret,
Ha petra a ra dêc’h bea qen paour guisqet.

Renod.

Aotrou, me lavar dêc’h, hep caout nep tam eston ;