Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/396

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
386

Ni a bedo Jesus hac e Vam ar Verc’hez
Da zont d’ho recompanç demeus ho madelez.
Adieu, hostizes vad : Doue d’ho conservo
En peoc’h hac en yec’het bete heur ho maro.

An Hostizes.

Graç dêch, Aotrone mad, ma elfoc’h dont d’ober
Eur veach evurus dre ar c’hraç hor Zalver,,
Ha goude hor maro m’ellimp en em velet
Da fin ar vue-màn en pales an Drindet.

Partial a reont.


————

Trivet Dialog.

Renod ha Mogis a antre. Renod a lavar :

Cetu ni, va c’hender, en qær Jerusalem :
Trugarecomp Doue, mar selaouo hor c’hlem ;
Presantomp hon reqet dirac hor güir Zalver,
Evit obten ar c’hraç da gaout fin d’hor mizer.

Cana a reont ar Veni Creator, var o
daoulin, hac a reont an dro d’an theatr.


Arêtomp, va c’hender, da ziscuiza amàn ;
Calz a hent hon eus grêt, fatic en em gavàn.
Lavarit din, m’ho ped, peseurt tud zo amàn,
Payanet, christenien ; gout se a zeziràn.

Mogis.

N’ouffen qet lavaret : qemeromp esperanç ;
Conferomp eun nebeut, qent dont d’en em avanç.

Eun den ancien o tremen var varc’h.


Renod.

Lavarit demp, den côs, mar doc’h eus ar c’hartier,
Peseurt tud zo amàn hac ive bars en qær.

An Den Ancien.

Ar re a assiej qær a zo oll christenien :
N’eller qet o c’hendrec’h, ouz se beit certen.

Renod.

Lavarit demp-ni c’hoas ebars en langach bêr
Piou ê a zo bremàn ar mestr demeus a guær.