Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/395

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
385

Eur c’havarn a gavjomp ebars en douar don,
Hon rentas gant Boyard ac’hane en Dordon :
Ma teuas adare ar Roue Charlamagn
D’hon attaqi eno, mes en vên, ar mab-cagn.
Roland a Normandi a zo bet prisonniet ;
Evit en deiivra ar peoc’h zo bet sinet,
Moyenant ma hajen, hep donet d’en em glem,
Dilouer ha divoutou betec Jerusalem,
Da visita ’r bez sacr a Jesus, hor Zalver ;
Ar pez a bromettis pell bras zo da ober.

Mogis.

Ho presanç, va c’hender, a deu d’am joaüssât :
Güelit ar garante en deus ouzoc’h va goad !
Ni yêlo assambles, assur ne vanqimp qet,
Dre ar c’hraç a Zoue, hor Zalver beniguet.

An Hostizes.

Seblantout a ra din, o clêvet ho toare,
Ez oc’h, var a velàn, daou zen a galite.
Hac e ven contant bras da glêvet ho toare :
Deurvezit, Autrone, conta din qementse.

Renod.

Ni zo daou zijentil eus a Franç banisset,
Hac e ràncomp renonç d’hor brô guer beniguet.
Qendervi gompez omp, hac e fell demp ober
Hor beach assambles, mar plij gant hor Zalver.

An Hostizes.

Poan a meus, Autrone, o clêvet qement-mâ ;
Va daoulagad a ranc dont bremàn da vouela.

Mogis.

Itron, gant ho cònje ni ya da bartia.
Ni ho trugareca : qen a vo ar c’henta.
Doue oll-galloudus a bedàn a galon
Da scuilla var ho ty e venediction ;
Ha mar be agreabl hor beden da Zoue,
Pa vimp-ni prosternet hon daou ental e ve,