Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/394

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
384

E carfen e velet, m’ho pe ar vadelez.

An Hostizes.

Deut eta ganén-me, m’ho ped incontinant,
Ha me ’n disqüelo dêc’h bremaic er momant.

Renod, o vea anaveet Mogis a lavar deàn :

Salud dêc’h, va c’hender ; gant poan e lavaràn :
Va c’halon zo mantret pa velàn e zoc’h clàn.
Me a zònje, Mogis, p’o poa va dilezet,
N’em bije birviqen ar boneur d’ho qüelet.

Mogis.

O Providanç divin ! pez consolation
A zantàn, p’ho qüelàn, er fonç eus va c’halon !
Renod, va c’hender qèz, seblantout a ra din
Ez ê sinet ar peoc’h, pa oc’h en pelerin.

Renod.

Ia sur, va c’hender, ar peoc’h a zo sinet,
Mes nê qet digüeet ar pez ho poa sònjet,
C’houi a rentas demp-ni ar Roue peur-gousqet,
Hac e sònjec’h dre ze e vijemp delivret ;
Mes Charlamagn a voa cruel hac obstinet,
A garje calz güelloc’h e vije distrujet
Eguet ober accord ganén ha va breudeur ;
Ha me ne voen biscoas eun den a voal humeur,
En lezis da vont qüit en e vrassa soùet,
Qercoulz evel Roland, hep sònjal drouc abet.
Pa ê bet êruet en e c’houarnamant,
Eo en em revoltet adare, ar mechant ;
Ec’h eure anjinou neuze incontinant
Da ziscar Montoban betec ar fondamant.
Ma omp bet assiejet gantan en hor c’hastel,
Hac omp bet var ar poent eno oll da vervel ;
Dre an anjinou-ze e voemp qen reduet,
Ma omp bet oblijet da zebri hon ronceet ;
Nemet Boyard hepqen, e vorzed voe goadet
Evit hor zoulaji, qement voamp faminet,