Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/401

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
391

Me glêo an trompillou a eur vouez o tonet.
An Admiral Mahom en penn e oll arme ;
Beomp preparet mat d’en em difen oute.
Me a renonç a grenn d’am lezen ha d’am stat,
Mar teuàn d’o attrap, mar mancàn d’ê ervat.

Mogis.

Baronet, n’o pe aon, ni ne dec’himp qet qüit.
Evidòn da vea eur paour qèz tam ermit,
Me ne in qet ac’hann qen e vint distrujet ;
Rac-se bezit fidel, me ho ped, mignonet.
Ho pedi ràn ouspen : dalc’hit mat da Renod ;
Ma ve eur pâr deàn, e ve prim an assot.

An Admiral a antre gant eun drapo, var beini
eus peintet eul leon.


Baron Syrii.

Eru int er vech-màn ; me o güel, Autronet.
Ac’hanta, va zud qer, ha c’houi zo preparet ?
Tennomp hor c’hlezeyer ; ret ê avanturi :
Pe laza, pe mervel ; ne zeus qen seurt parti.

An diou arme, a bep tu d’an theatr, gant o drapoiou.


Magaris.

Var a velàn ouzoc’h, ez oc’h oll preparet.
Arça, güir vugale d’ar Profet Mahomet,
Sonit eun tol trompill en presanç ar vanden :
En hano Jupiter, m’ho ped d’en em difen.

Avança a ra etrezec Renod.


Renod.

Ar payan-màn a deu sur da glasc e varo :
Bremâ zouden vantan me en extermino.

Renod a zaill varnàn, hac en treuz gant e
gleze. Laza ra daou all, hac e cri : Montoban !
Mogis a dosta gant e arme.


Ah ! glouton milliguet ! qê ha qig hac esqern
Gant an oll diaoulou da fin fonç an ifern.

Laza ra daou all, hac e cri Montoban !
Mogis a dosta gant e arme. Sqêi a ra a deo
hac a glêi, hac e laz calz a Sarazinet.


Ar C’homt Rams.

Ha c’houi oc’h eus güelet eun terruploc’h ermit ?

Baron Syrii.

Evit certen ez ê eun den leun a verit.