Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/384

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
374

Evit effaç hoc’h oll bec’hejou tremenet.
Cetu aze ar pez ma consist hoc’h accord ;
Pa int disclêryet dêc’h, grit bremàn hoc’h effort.

Renod.

Va c’hender Olier, ne lavarit netra
N’en dòn, me oc’h assur, prest da accomplissa.
Petra ’ lavarit-u c’houi ive, va breudeur ?

E dri Vreur.

Afei ober eur vech peoc’h gant an Ampereur.

Renod.

Va c’hender Olier, lavarit d’ar Roue
Qemer paciantet, mar be e volonte ;
Bremâ-zouden vatan ez eomp hor pêvar
D’en em bresanti prest d’e Vajeste, hep mar.

Olier.

Me rêyo qementse gant joa dreist-ordinal :
Qen a vo ar c’henta, va c’hendervi leal.

Renod.

Mat eta, Olier, demp d’en em brepari ;
Hoguen cassit ganêc’h Richard a Normandi.

Olier.

Mat ec’h allit credi, Richard, dre assuranç,
Penos ez oc’h caret gant an Tadou a Franç ;
Rac peneverte sur ho liberation
Ne voa qet grêt peoc’h c’hoas gant bugale Emon.

Richard a Normandi.

Me voar ervat penos ne oufen qet james
Dont d’ho trugarecât demeus ho madelez,
Poc’h eus contribuet da rêi din liberte ;
Ni en em gavo oll, moyenant graç Doue.

Renod a boc da Richard a Normandi
hac a lavar deàn :

Duc nobl ha puissant, eus a greiz va c’halon
E c’houlennàn ouzoc’h excus mibien Emon ;
Rac m’hor boa menacet da gavet ho pue,
E voa evit clasq peoc’h eo e remp qementse.