Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/385

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
375


Richard a Normandi.

Me voar ervat, Renod ; me ho pardon a ze,
Me a zante aoüalc’h en ze ho polonte.
Adieu, va c’hendervi, dêc’h oll a lavaràn.

Renod.

Ha dêc’h ive, Richard, qen a vo-ta bremàn.

Richard a Normandi hac Olier a zorti.


————


Eiz-ha-trêgontvet Dialog.

Charlamagn hac e suit.

Richard a Normandi, var e zaoulin, a lavar d’ar Roue :

Ah ! perac ne meus qet elocanç Ciceron,
Hac eun têod alaouret ha furnes Salomon,
Evit trugarecât ac’hanoc’h, Ampereur,
Demeus ar vadelez hac ive ar faveur
Oc’h eus bet evidòn d’am bea delivret !
Rac sur peneverdoc’h e voan bremàn crouguet.

Sevel a ra en e za, en eur drei ouz an Tadou
a Franç, hac e lavar :


Ha c’houi, Tadou a Franç, o c’hortos an amzer,
Me ho trugareca oll en particulier,
Hac a rent dêc’h graçou ebars en general :
Enpad va oll bue me vo dêc’h-u leal.

Charlamagn.

En assuranç, Richard, tomic ê bet varnoc’h ;
Evit ho telivra ec’h acceptàn ar peoc’h.

Olier.

Ho pet paciantet, me ho ped, Ampereur ;
Bremâ zouden e teuy Renod hac e vreudeur
D’effectui ar pez zo merqet en trête.

Charlamagn.

En em dennomp eta, da c’hortos anêze.