Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/383

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
373

Ne renoncin biqen d’am Roue naturel ;
Da Zoue ha d’am Prinç e vin fidel bepret ;
Biscoas bete vremàn ne meus otramant grêt.

Guichard.

N’em disposit, Richard ; êchui a rànqet
Re e talc’hit parti Charles an obstinet.

Richard a Normandi.

Depordit c’hoas, Guichard, me a vel Olier
Êru gant calz a bress entrezec ar perzier,
Ha gantàn apparanç, er fêcon m’er güelàn,
Deus a beoc’h evidoc’h, ha me da zelivràn.

Olier.

Pebes qêlou a joa hac a rejouissanç
A ra din, Autrone, donet d’en em avanç
Da annonç dêc’h penos ez omp en de p’ini
E vo-ta grêt ar peoc’h entre ’r Roue ha c’houi,
Moyenant d’ho coste e refoc’h-u ive
Bolonte ar Roue var sujet qementse.

Renod.

Va c’hender Olier, pa oc’h Ambassadeur,
Lavarit din petra a fell d’an Ampereur
A rancomp da ober, ha me hoc’h assuro
E vint rigorius, pe me o observo.

Olier.

Peoc’h a rêi ar Roue ganêc’h, mibien Emon,
Moyenant ma heuillfoc’h peder gondition :
Ar guenta ê penos ez efoc’h ho pêvar
Da renta hoc’h homach d’e Vajeste hep mar ;
D’an eil gondition, Renod, c’houi a rento
Ho marc’h d’an Ampereur da ober a garo
D’an drede ho preudeur a rànco da viqen
Servich ar Roue Franç evel o zouveren ;
D’ar bedervet, Renod, c’houi yêlo hep nep clêm
Dilouer ha divoutou bete Jerusalem,
Da visita ar be hor Zalver biniguet,