Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/382

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
372


————

Seiz-ha-trêgontvet Dialog.

Renod a antre gant e suit, hac a lavar :

Eun dra vras ê sònjal, Richard a Normandi,
Peguement eus a boan hon eus ha c’houi ha ni
E clasq lacat Charles, ar Roue obstinet,
Da accepti eur peoc’h zo pell zo deziret,

Alard.

Biscoas ne voe er bed Roue nac Ampereur
A raje dre benn fall qen lies a valeur
Hac a ra Charlamagn bremàn certenamant ;
Ret ê ma ve tentet sur gant an aerouant.

Guichard.

Gouscoude an dud simpl er c’hont den vertuus,
Dre m’en deus grêt sevel ilisou somptuus ;
M’er c’hafen memestra ma meus-én bet cavet,
M’en hachfe qer munut evel ar boued pesqet.

Richard.

C’hoas eur vech ho pedàn, Richard a Normandi,
Balamour ma oc’h sur unan hon c’hendervi,
P’oc’h abandon Charles, renoncit-àn ive,
Ha ni ho laqay c’hoas ebars en liberte.
Ma ne rit qementse ; brefamant en touàn
Penos e voc’h crouguet abars un heur amàn.

Richard a Normandi.

Ah ! va c’hender Richard, ònnes ve lachete
Güelet an eil qender o crouga eguile !
Ne gredfen birviqen ho pe ar goustianç
Da staga ac’hanòn en croug ouz eur potanç.

Richard.

Grin, en fe a Richard, hep ober contenanç,
Me ho crougo hardi huel ouz eur potanç.

Richard a Normandi.

Anfin, grit a gueret ; prest clôs òn da vervel,