Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/381

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
371


Charlamagn.

Oh ! peguen obstinet oc’h-u, va Baronet,
Pa rit din ober peoc’h a enep d’am soùet !

Roland.

Ma n’en doc’h, Ampereur, en bolonte da ze,
Ni n’ho contraignfomp qet, bezit sur, va Roue.

Salomon.

Ma ne accomplissit, Sir, sur hor preposiou,
E zeomp adare da zispen hon roudou.

Ober a reont ar van da vont qüit.


Charlamagn.

Arrêtit, arrêtit, Baronet orgouillus !
Gant ober ho lavar en em gafoc’h eürus.
Me rêy en ho reqet peoc’h gant mibien Emon,
Moyenant ma rêyont peder gondition :
Ar guenta ê penos, Renod, ar c’houpapla,
A ranc dont dirazòn d’en em humilia,
D’anaveout e fot ha da c’houlen pardon ;
D’an eil e rento din alc’houeou an Dordon ;
D’an drede e ranco Renod din delivra
Richard a Normandi, va mignon ar brassa ;
D’ar bedervet Renod a yêl hep en em glem,
Dilouer ha divoutou bete Jerusalem,
Da visita bez sacr a Jesus hon Autrou,
Da ober pinijen demeus e offançou,
Cetu aze en bref va oll gondition
A rànco heuill en tout vit ma vo va mignon.

Olier.

Ampereur Charlamagn, ne lavarit netra
N’en dê mibien Emon prest da accomplissa,
Ia, ha calz ouspen, mar goulennit oute :
Me ya, mar permettit, da annonç se dêze.

Charlamagn.

It eta, Olier, dilijant, p’ho pedàn,
Ma vezo laqet fin eur vech d’ar brezel-màn.