Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/380

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
370

O rêy demp hon refus en qen nebeut a dra,
N’hon eus nep avantaj evit e zervicha.

Olier.

Me a vel var hol lerc’h êru eur Chevalier,
Hac a deu, moc’h assur, gant calz demeus a êr.

Galeran.

Arrêtit ho paziou, Autrone, p’ho pedàn,
Ma ellin eun nebeut qemeret va alan.

Nêm.

Disclêyit, Galeran, ebars en bèr langach
Petra ê a ra dêc’h mont qer prim en beach.

Galeran.

Êru ê an amzer ar vech-màn, Autrone,
Herves an apparanç, a drugare Doue,
E vezo delivret Richard, hor c’hompagnon,
Hac e vo grêt ar peoc’h gant bugale Emon.

Ar Brincet assambles.

O clêvet qementse hon eus joa dreist rêson ;
P’en deus chenchet Charles a resolution.

Galeran.

Ar Roue Charlamagn en deus va suppliet
Da bedi ac’hanoc’h, Princet ha Baronet,
Da zistrei ganén-me betec e bavillon,
Hac anfin e rêy peoc’h en ho tiscretion.

Roland.

Me ne ziferin qet da vont bete ’r Roue.

Oger.

Me a zo prest da vont, ha Salomon ive.

————


C’houec’h-ha-trêgontvet Dialog.

Charlamagn hac e suit a antre.

Galeran a êru gant ar Baronet da
gaout ar Roue, hac a lavar :

Grêt e meus va beach, Ampereur redoutet ;
Deut ê ganén bremàn ho Princet d’ho cavet.