Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/379

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
369


Charlamagn.

It eta, Galeran, buanna mac’h elfet ;
Ha ni, en em dennomp da c’hortos va Frincet.

————


Pêvar-ha-trêgontvet Dialog.

Renod hac e suit.

Guichard a lavar da Richard a Normandi :

N’em gonsolit, Richard, bezit joaüs ha guyê,
Me gred ho po embêr eur c’hêlou a neve
Hac a vo favorabl ebars en hoc’h andret :
Me a vel apparanç e veoc’h delivret.
Roland hac Olier, hac an Duc Nêm ive,
Oger ha Salomon, Princet bras ar Roue,
O deus en dilezet, Richard, balamour dêc’h :
Delivret e voc’h sur, n’ho pezit qet a nec’h.

Alard.

Eur Chevalier zo êt prest var lerc’h ar re-all ;
Me a gred d’ho attrap en deveus calz a vall
Da ober dê distrei da gavet ar Roue :
Me gred hor bo ar peoc’h, a drugare Doue.

Richard a Normandi.

Esper em boa bepret an tadou eus a Franç
A ranje o c’halon dre ’n anter gant grevanç
Qent eguet ma lezjent donet d’am distruja.
M’ho ped, depordit c’hoas eun nebeudic amâ.

Renod.

N’en domp qet tam presset, Richard, d’ho tistruja,
Ho telivranç ha peoc’h a ve hor joa vrassa.

————


Pemp-ha-trêgontvet Dialog.

Baronet Charlamagn o vont en o hent.

Oger.

Avançomp en hon hent, Autrone, a vagad,
Ha pa ê Charlamagn qen adversour d’ar mad,