Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/38

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
28

Penos ne vanqje qet da gavet hor bue,
Ma na douemp deàn hor pêvar dre hor fe
Penos n’em oblijemp da renta en e vro
Dêc’h-u, va Ampereur, ho mab qer en maro.
Hac evit disqeuz dêc’h ne ra fors ac’hanoc’h,
E ra renta ho mab er guis-màn dirazoc’h.

Ar Roue.

Mar be agreabl dêc’h, va Doue, ho pedàn,
N’am lezit davantach er bed maleürus-màn :
Güell ê ganén mervel eguet chom en bue :
Ne allàn souffr pelloc’h eur seurt adversite.

Salomon a Vreiz.

Ho clac’har a zo just ; mes, Sir, me gred esper
N’en em lezfot qet re da vont d’an disesper.
C’houi zo bet alies en danjer ho pue ;
Güelet oc’h eus ive massacri hoc’h arme,
Gouscoude oc’h eus bet gallet neuze souden
En em venji ervat deus hoc’h adversourien.
Pa ê maro ho mab, cessit da zeplori :
Demp gant devotion bremàn d’en entêri,
Hac en em breparomp evit tenna venjanç
Demeus an Duc Beuvet evit e insolanç.

Ar Roue.

Me ho ped, Autrone, da gaç hep daleal
Corf va mab qer Lohier d’an ilis cathedral,
Ha grit, me ho suppli, ma vo prest ambomet,
Rac ne bretantàn qet e ve choas entêret.

Ar pêvar Ambassadour a zorti
gant ar c’horf, en eur lavarat :


Ia, Sir, ni ray ze hep donet da vancout ;
Ni ’r c’haço d’an ilis gant calz eus a hirvout.

Emon, Breur da Veuvet.

Me voar ervat penos Beuvet a zo va breur ;
Gouscoude me anzav ervat, va Ampereur,
Ne dle qet e offanç bea impunissabl,