Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/39

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
29

Pa en deus massacret ar Prinç Lohier ho mab ;
Ha ne zeus den en Franç d’ober difficulte
D’ho sicour d’en em venj eus eur c’hrim evelse.

Renod.

Selaouit, Impalaer, ha c’houi oll, Autrone,
Ma lavarin eun dra a zo em bolonte.
Ne garfen qet e nac’h : va eont an Duc Beuvet
A zo eun den fier ha meurbet amportet ;
Hoguen, credi a ràn ne lahje qet Lohier,
Penevert ma comzas outàn re demerer.
Re altier voe Lohier, laza en e bresanç
Unan e zoudardet ; sclêr ê ar gonsecanç.
Neus nicun ac’hanomp, ma teufet d’er choqi,
N’en defe prest dezir da zont d’en em venji.

Ar Roue.

Tao din gant an traou-ze ; me er gommand dit pront :
Te a vo orgouillus qercoulz ha da eont ;
Hoguen, me en toue da Zoue ha d’ar Zent,
Me bunisso Beuvet, en despet d’e guerent.
Orsus, va Baronet, ha c’houi, Tadou a Franç,
Mar hon eus tam couraj, ê poent tenna venjanç
Deus a varo va mab ; ha va ententit mad :
Qen e vezo grêt se ne vezin qet ervad.

Idelon.

Pepini a zo prest da zenti ouzoc’h, Sir :
Lavarit demp bremàn petra ê ho tezir,
Hac e velfoc’h souden eun arme puissant
Savet en ho reqet ebars en eun instant
Da vont da Egremout da zistruji Beuvet :
Meritout a ra ze, hep nep truez ebet.
Me ranq ive ganêc’h bea eus ar veach,
Hac e vezo güelet ha ni hon eus courach.

Galeran.

Me lavar franchamant dirazoc’h, va Roue,