Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/37

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
27

Ha petra ar sujet m’en deveus massacret
An Duc Beuvet va mab gant qer bras crueldet ?

Ganelon.

Pa blij ganêc’h-u, Sir, presta din odianç,
Me lavaro dirac an Tadou eus a Franç
Hor beach pen-da-ben ebars en güirione ;
Tud zo amàn presant hac er goar coulz ha me.
Dre ho commandamant e hejomp prest ha pront
Hor seiz bete Beuvet, Duc eus a Egremont.
Pa êrujomp eno, ho mab, ar Prinç Lohier,
A lavaras d’an Duc, dre gomzou re fier,
Renta dêc’h an tribut hac an homach ive,
Evel ma ê dleet bep bloa d’ho Majeste.
Hoguen an Duc Beuvet gant calz eus a outrach
A respontas ne dlee na tribut nac homach
D’ar Roue na da zen ebars en nep fêçon ;
Hac anfin e vevje en e ziscretion.
Ni deuas d’e repren neuze tranqilamant,
Rac ma comze d’ho mab eun tamic insolant.
Qement ha qer bian, demeus an daou goste,
Ma zeus savet qement eus a inimitie,
Ma commandas Beuvet d’unan e zoudardet
Laqat dorn var ho mab ma vije prisoniet.
Hoguen ar Prinç Lohier pa glêvas qementse,
Allas ! a voe goal bront da denna e gleze,
Hac a lazas unan a zoudardet Beuvet
Ebars en e bresanç, hep nemeur a gaqet.
Pepini a laqas neuze dorn en cleze,
Da gommanç ar gombat demeus a bep coste :
Ar fortun a zo bet d’hon enep qer ponner,
Ma voe lazet ho mab hac an daou ecuier.

Fouqes.

Davantach a zo c’hoas, ô Impalaer puissant !
Beuvet en deus toùet gant arrach, ar mechant,