Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/374

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
364

Evit ma voc’h crouguet : rentet ê ar setanç.

Richard.

Qementse a verit, hep nep qement a dro ;
Alòn eta, Richard, pe ni sur ho treino.

Richard hac Alard a avanç etrezec ar potanç
gant Richard a Normandi.


————


Tri-ha-trêgontvet Dialog.

Charlamagn hac e suit a antre, hac a lavar :

Va Frincet, va oll dud, me ho ped, avancet,
Ma rayomp eun essa var hon enemiet,
Vit tachout delivra Richard a Normandi,
Zo tizet gant Renod, va brassa enemi.

Isakar.

Me meus aon, va Roue, e vimp sur re c’houard
Evit sònjal donet da zelivra Richard,
Bremàn ez ê maro p’otramant var ar poent
Da vea distrujet emesq e oll guerent.
Me vel var ar vuraill ê savet ar potanç
Evit crouga Richard : se vo demp dismeganç.

Charlamagn.

Herves ma parlantit, noc’h eus qet a brudanç,
Credi e ve Richard staguet ouz eur potanç.

Galeran.

Evidoc’h-u a zo eur Roue obstinet,
Lezet crouga Richard, unan ho mignonet,
Ha c’houi caout ar pouvoar da zont d’en delivra !
Cetu-àn var ar sqeul... Ha c’houi a gred bremâ ?
Sellit nac a hini a zo en dro deàn
Da c’hout piou aneze a grougo aneàn !

Richard a Normandi pignet var a sqeul, a lavar :

Ah ! Roue Charlamagn ! possubl ve gouscoude,
Goude bea mil goech exposet va bue
Vit souten var ho penn ar gurunen a Franç,
E lezfec’h va c’hrouga bremàn ouz eur potanç !