Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/375

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
365

Possubl ve, Duc a Nêm, Roland hac Olier,
Galeran, Isakar, Salomon hac Oger,
Ha me deus ho ligne, ho jeneration,
E lezfac’h va c’hrouga en ho confusion !
Contraign òn da vervel, pa òn abandonet ;
Va maro gouscoude a vo dêc’h rebechet ;
Ha pa ne ve hepqen nemet ar gouliou
A meus ebars em c’horf en calz a andrejou,
A meus bet recevet evidoc’h en arme,
A grio enep dêc’h venjanç dirac Doue.
Adieu, Roue a Franç, ha dêc’h oll, Baronet,
Eur vech benac certen ho po sur din regret :
Biqen an Normandi n’oc’h anzav da Roue,
Pa lezt crouga e Zuc dre eur güir lachete.
C’houi vel bremâ ’n exempl, Tadou demeus a Franç,
Pez seurt anaoudeguez ha pebes recompanç
A zo e servicha Charles, an den impi,
Goude bea rentet servich mat en e dy.

Oger.

Me reqet eus an ên mil boan ha mil maleur
D’an nep a zalc’ho mui parti an Ampereur ;
Rac evit ar vech-màn ec’h allomp lavaret
Penos e rent an drouc elec’h ar vad bepret,
Pa lèz dont da grouga Richard, hor c’hompagnon,
Zo eun den jenerus hac a gondition,
Hac en deus alies exposet e vue
Evit dont da renta servich d’e Vajeste.
Qercoulz e rafec’h demp, ma vemp-ni en danjer ;
Rac-se me dou bremàn, en fe a Chevalier,
Birviqen va c’hleze ne rent servich dêc’h mui,
Pa lezit distruja Richard a Normamdi.

Charlamagn.

Ne mòn qet ac’hanoc’h en poan, cos intourdi,
Qen nebeut ho cleze na demeus e hini.