Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/373

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
363

N’en dòn qet bet manqet da explica deàn
Penos e voat êru er poent d’ho tistrujàn,
Hac en er suppliec’h da zonet da zònjal
Ebars ho servichou a vremàn ha goechal,
Rac er pedec’h ive eus a greiz ho calon
D’ober en ho reqet peoc’h gant mibien Emon ;
Mes elec’h va zelaou ha rêi din va mennat,
Ez ê neuze souden commancet d’am goapât.
Neuze e lavaras fieramant Charles
Ec’h entente penos ec’h ajet var ar poez,
Hac anfin ho cave den imprudant ha sot,
Mar grajec’h nep estim a c’hourdrouzou Renod.
Dêc’h-u, Autrou Renod, e ra ive difen
N’ho po qet da ober da Richard nep anqen,
Dindan boan da vea evit biqen james
Eun adversour marvel d’an Ampereur Charles.
Cetu va c’hevridi ebars en bêr gomzou :
Glac’haret òn da rêy dêc’h-u qer trist qêlou.

Renod.

Ne ràn mui a estim demeus e c’hourdrouzou
Eguet a rafen sur deus a fanc va boutou ;
Rac hep douja Charles hac an Tadou a Franç,
Me a rêy ho staga, Richard, ouz eur potanç ;
Ia, da viana, ma ne renoncit qet
D’ar Roue Charlamagn ha d’e oll sujedet.

Richard a Normandi.

Pa rafec’h din mervel assur dre bep seurt poan,
Birviqen d’ar Roue, m’en tou, ne renonçàn.
Doue hac an natur a zifen, ouzòn ze :
Rac-se grit diouzòn herves ho polonte.

Alard.

Pa oc’h qen obstinet, Richard a Normandi,
Evit difen parti hor brassa enemi,
En em disposit prest da zevel d’ar potanç,