Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/370

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
360

Ma ne gar Charlamagn accordi ’r peoc’h bremàn,
Ha caout mibien Emon da vignonet deàn.
Cetu aze petra oc’h eus da lavaret :
Digassit din respont buanna ma elfet.

Ar Secretour.

Duc nobl ha puissant Richard a Normandi,
Pa ê ho madelez da zont d’am deputi,
Me en em acqüitto gant pep fidelite
Eus ho commission, bezit certen eus se.
Ia, deus ar Roue hac an Tadou a Franç
E tepant absolu bremàn ho telivranç.
Me a ya da vonet ractal em c’hevredi.

Richard a Normandi.

It eta, va mignon, hastit, me ho suppli.

Sortial a reont.


————


Unan-ha-trêgontvet Dialog.

Charlamagn hac e suit a antre, hac a lavar :

Bea meus, Autrone, glac’har ha melconi,
Rac ma ê qemeret Richard a Normandi.

Oger.

Certen, va Ampereur, me meus aon em c’halon
Ne vo sur distrujet gant bugale Emon.

Secretour Richard a Normandi.

Salud dêc’h, Ampereur, Princet ha Baronet,
Me deu d’ho caout evit eun affer zo presset,
Abeurs ho mignon bras Richard a Normandi,
A zo bremàn entre daouarn hoc’h enemi.
Lavaret en deus din evit conclusion,
Ma ne garit ober peoc’h gant mibien Emon,
E savet ar potanç evit en distruja ;
Rac-se sònjit ha c’houi oc’h eus true ountâ.
Dêc’h-u, Tadou a Franç, n’em recomand ive ;
Mar oc’h eus en nep guis evitàn carante,