Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/371

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
361

Grit moyen ma vo grêt peoc’h gant mibien Emon,
P’e vo crouguet embêr hep nep remission.

Charlamagn.

Lavarit, Secretour, deus va feurs da Renod,
Herves ma labouro e rêy eun affer sod.
Ma ne bardon Renod hac ive e vreudeur
Richard a Normandi, int sur eus o maleur.
Hoguen ne gredan qet e vent sur qen hardi
Da offanci Richard na dont d’en outraji.

Ar Secretour.

Selaouit, Ampereur, Princet ha Baronet,
Mar bevit er zònj-se, certen ez oc’h tromplet :
Ma ne bardonit qet Renod hac e vreudeur,
E vo crouguet Richard certen abars un heur.

Nêm.

Balamour da Zoue me ho ped, Ampereur,
Da receo en ho craç Renod hac e vreudeur :
Ne lezit qet crouga Richard, hor c’hompagnon ;
Qementse a ve demp mez ha confusion.

Charlamagn.

Ne voar qet prest da ze, va c’hredit, Autrone ;
Ne gredfe qet Renod en trêti er guis-se.

Roland.

Penos ne voar qet prest ? ô Sir ! a leveret ;
Hoguen me lavar dêc’h diflat ha digaqet ;
Ma ne deu qet Renod da zistruja Richard,
Nê nemet eur poeltron, eul lach hac eur c’houard.
Hac e sònjit penos Renod o respectfe,
Ha c’houi incessammant o clasq caout e vue !
Me voar ervat eus bet eun amzer goal gruel
Ma voa Renod ha me enemiet mortel ;
Mes evit ar vech-màn me a anav ervat
Penos ê den prudant, hac ouspen ze den mat ;
Ha ma ven en e blaç, m’el lavar dêc’h hardi,
Me zistrujfe Richard, hep dont d’ho respecti.