Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/369

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
359


Richard.

Ia, rac ar vech-màn c’houi a ranco certen
Ober demp caout ar peoc’h, pe e colfot ho penn.

Richard a Normandi.

Mar oc’h eus nep debat gant ar Roue a Franç,
Ne dleit qet varnon disteurel ho venjanç.
Dreist pep tra balamour ma òn deus ho ligne ;
Mez ho pe ma rafec’h din-me coll va bue.

Renod.

Richard, ne roàn fors pelloc’h eus va ligne :
Ma ne rit qet demp caout ar peoc’h gant ar Roue,
Me laqay ho crouga embêr ouz eur potanç,
Hep caout nep tam respect evit ar Roue Franç.

Alard.

P’otramant, mar qirit renonç d’an Ampereur,
Hac en em unani ganén ha va breudeur,
C’houi a vo hor mignon, hac ho po sur qartier ;
Ma ne rit an dra-ze, e voc’h crouguet embêr.

Richard a Normandi.

Pa ve ret din, Renod, mervel abars un heur,
Biqen ne renonçàn assur d’an Ampereur ;
Hoguen me ho suppli, cassit eur messajer
Da vont bete ’r Roue em pers particulier.

Richard.

Hac ho po, va c’hender, an hini a garfet.

Richard a Normandi.

Me ho ped, Secretour, da vont prim em reqet
Betec an Ampereur hac an Tadou a Franç,
Ha lavarit dêze gant pep seurt asuranç
Mar màn en o fouvoar da zont d’am delivra,
P’otramant e rànqin er c’hontrol perissa.
Ma na gueront ober peoc’h gant mibien Emon,
E vin crouguet embêr en o c’honfusion.
Clêvet oc’h eus dija prononci va setanç
Evit bea embêr crouguet ouz eur potanç,