Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/368

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
358

Ni a voa faminet ganêc’h en Montoban,
Ma voamp prest da vervel gant naon, bras ha bian,
Ha pa omp deut amàn evit beva tranqil,
E tiredit varnomp evel tud lach, tud vil !
Mes me en assur dêc’h, ma ellàn ho tizout,
Me ray, hep graç abet, laqat ho crouga tout.

Charlamagn.

Renod, grêt ê an tol ; me n’òn qet eur flatter :
Biqen, entre ’ vevin, ne roàn dêc’h qartier.
Ret ê din sur ho caout en beo pe en maro,
D’ho tiffram ho pêvar, comzo nep a garo.

Richard.

Ne ziscouromp ta mui, Autrone, p’ho pedàn,
Ni zo n’em approuvet, n’en dê qet a vremàn :
Em reqet, va breudeur, laqit dir en avel ;
Ret ê, ar veach-màn, pe trec’hel pe vervel.

Roland.

Ar vech-màn, Francisien, e vo ret demp discoe
Ha ni hon eus eun dra a generosite
Da gombatti vaillant ar pêvar mab Emon.

Fosson.

Nebon ni royo dêc’h labour leiz ho calon.

An diou arme en em gombat.


Charlamagn.

Dre ma omp surprenet n’hor be nep avantach ;
En em dennomp, va zud, pe e souffromp domach.

Ar Francisien en em zovetâ. Renod a zalc’h a dost
Richard a Normandi, pehini a zo chommet varlerc’h.


Renod.

C’houi a deuyo ganén, Richard a Normandi :
Ret ê dêc’h n’em renta, hep nep tam differi.

Richard a Normandi.

Renod, m’en em rent dêc’h evel ho prisonier,
Hep diferi-pelloc’h, contraign òn d’en ober.

Renod.

Credit ferm, va c’hender, penos e meus despet
Rac m’hon eus bet ar chanç da zont d’ho qemeret.