Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/367

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
357


Richard.

O clêvet qementse ez òn rejouisset.
Ar vech-màn e vo sur ar brezel êchuet ;
Rac mar tizomp Charles c’hoas en hor puissanç,
E vo ret e grouga huel ouz eur potanç.

Renod.

Couraj éta, va zud, demp d’en em brepari,
Ha coeomp varneze evel var ar bleizi.
Bezit oll courajus, me ho ped dreist pep tra,
Ma tistruchfomp hep manq hon adversour brassa.

An Tri Vreur.

Ni oboisso dêc’h en peoc’h hac en brezel,
Hac evit ho tifen ni zo prest da vervel.

————

Tregontvet Dialog.

Charlamagn hac e suit a antre, hac a lavar :

Cetu ni, va zud qer, êru dirac Dordon ;
Rac-se me lavar dêc’h va resolution,
E tlefemp cass bremàn secret ambassadeur,
Da c’hout hac int zo ’r guêr Renod hac e vreudeur.

Salomon.

N’ho pet douetanç ebet a ze, va Ampereur,
Emedi en Dordon Renod hac e vreudeur,
Rac me a glêo memes ar port o tigueri ;
C’hoant o deus, a gredàn, da ober eur sorti.

Charlamagn.

Alòn, en em renjomp, va zud, prest hep arrêt ;
Ar vech-màn, e meus aon, e vezimp surprenet.

Amàn e c’hoari an trompillou. Renod, en penn e arme,
a zorti demeus e gastel, hac en em bresant dirac ar Roue.


Renod.

Salud dêc’h, Charlamagn, Princet ha Baronet,
Estranch bras e cavàn e vec’h qen iffrontet
Da zont da dy hon tad evit hon attaqi ;
Me gred oc’h eus grêt demp aoüalc’h eus a anui.