Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/366

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
356


————

No-varnuguentvet Dialog.

Renod a antre gant e suit, hac a lavar :

En em rejouissomp eus a greiz hor c’halon,
Pa omp êru bremàn en castel caer Dordon.
Mar boamp prest da vervel ebars en Montoban
Bremàn ni a ell sur beva ervat amàn.

Alard.

A drugare Doue, va C’hrouer biniguet,
Ê chanchet hor c’hanvou ebars en joaüstet.
Ne zeus tud er bed-màn, ni a ell er c’hredi,
O deus bet qenlies a seurt amzer ha ni :
Bet hon eus da guenta joa hac adversite,
Bet memes alies en danjer hor bue,
Ha goude qementse omp bet c’hoas triomfant
Var ar Roue Charles, superb ha suffisant.
Neuze voemp faminet en castel Montoban,
Ma voamp prest da vervel gant dienez ha poan ;
Ha bremàn adare omp rentet en eur stat,
A drugare Doue, m’en ém gavomp ervat.

Guichard.

Ma vouiffe Charlamagn e vemp-ni en Dordon
Dre ma en deus ouzomp qer bras ambition,
E rafe dilijanç evït dont d’ar vrô-mâ,
Demeus e oll bouvoar da glasc hon distruja.
Me garfe, m’en assur, e ve qen hardi ze,
Me voerzfe deàn sur e veach, m’en toue.

Ar Secretour.

C’houi a lavar eun dra hac a zo güirione :
Êru ê evit sur Charles gant e arme
Tout expres da Dordon evit hon distruja ;
Rac-se n’em breparomp da resista ountâ.