Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/346

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
336

Da receo en ho craç Renod hac e vreudeur ;
Rac Renod a barlant en termou rêsonabl :
Grit eta ’r peoc’h gante, ze a zo dezirabl.

Charlamagn.

Roland, grêt ê an tol ; ma ne renter Mogi,
Birviqen ne ràn peoc’h, pa ve ret din crevi.

Renod.

Arça ta, Charlamagn, pa n’en dê qet d’ho crat
Ober ar peoc’h ganemp eus ho polonte vad,
It pa blijo ganêc’h da gavet hoc’h arme :
Ar passaj ho po libr gant peb seurt surete ;
Rac ni n’en domp qet tud a guement a garfe
Contraign den da ober enep d’e volonte.

Richard.

Ra vezi confontet, glouton fall hac impi,
Mar lezes da vont qüit hor brassa enemi !
Mac’h alfe hon tizout sur dindan e buissanç,
E rafe hor c’hrouga buan ouz eur potanç.

Renod.

En drouc dispit da peg e zayo qüit, Richard ;
Me ray e gundui expres var guein Boyard.

Richard.

Qen a voa ar vech-màn ne vouien qet, Renod,
E vijec’h bet eun den qer couard ha qer sot,
Pa lezit discampi hon adversour marvel,
A garfe qent un heur hon laqat da vervel.
Ia, ar mechant-se zo eur Roue ingrat,
P’ini a rent bepret an drouc evit ar vad ;
Ha birviqen pelloc’h dêc’h ne oboissàn,
En defot n’am lezit d’en em venj diountàn.

Sortial a ra en eur goler an derrupla.


Charlamagn.

Me gred ê coleret Richard balamour din.

Renod.

Ni roy deàn amzer da dremen e chagrin.