Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/345

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
335


Charlamagn.

Orsus pe me a meus vision pe uvre,
Pe otramant e meus an eil hac eguile.
Seblantout a ra din, p’en em gonsideràn,
Penos e mòn amàn en castel Montoban.
Ah ! diaoul incarnet ! Mogis, cos anchantour,
Digasset òn ganêc’h en creiz va adversour ;
Mes mar dòn Ampereur ha Roue curunet,
Birviqen ne ran peoc’h qen a vi sur crouguet.

Richard a dosta d’ar Roue gant e gleze noaz, hac a lavar :

Penos, den execrapl ! hac ez oc’h qen hardi
Ha c’hui en hor pouvoar, da zont d’hor menaci !
Coulz ê ober ouzoc’h abret vel diveat ;
N’hor bo qet peoc’h anes, me a vel ze ervat.

Renod.

Hola ! me gommand dêc’h, d’en em delc’hel, Richard ;
Re bront oc’h a speret eun nebeut, cos pandard.
Rac mar màn ar Roue ebars en ho pouvoar,
Ez ê ret gouscoude caout respet vit e c’hloar.

Renod en em dol d’an daoulin dirac ar Roue, hac a lavar :


C’hoas ho pedàn eur vech humblamant, Ampereur,
D’hon receo en ho craç ha me ha va breudeur,
Ha me a bromet déc’h dirac ho niz Roland
E vimp en peb amzer dêch-u oboissant.

Charlamagn.

Ha c’houi a zònj, Reood, rac ma òn en ho ty,
E rin netra a grenn enep d’am fantazi ?
Birviqen ne ràn peoc’h ganêc’h var an douar,
Nemedoc’h a rentfe Mogis din em pouvoar.

Renod.

Lavaret e meus dêc’h, n’en dê qet a vremàn,
Birviqen dêc’h Mogis evit peoc’h ne rentàn.
En fe a Chevalier, va c’hredït, va Roue,
N’ouzòn qet da betra ê deut, me en toue.

Roland.

Balamour da Zoue, m’ho ped, va Ampereur,