Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/344

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
334


Roland a hij ar Roue evit e zifuni, hac a lavar :

Aoüalc’h oc’h eus cousqet ; difunit prontamant ;
Da Vontoban oc’h deut coulz hac ho niz Roland :
Evidòn d’en heurta, me vel ne zifun qet ;
Me lavar franchamant ê gant Mogis sorcet.

Richard.

Ret vo caout Mogis evit en difuni :
Demp d’e gambr d’e gavet, e màn o reposi.

Renod.

Lavarit din, Fosson, humblamant m’ho supli,
Ha n’oc’h eus get güelet va c’hender qer Mogi.

Fosson.

Me lavar dêc’h, Renod, gant calz eus a c’hlac’har,
Ez omp eus a Vogis e meus aon bras var vâr,
Rac vardro anter-nôs e meus-àn bet clêvet
O qüittât eus e gambr sioula m’en deus allet ;
Güisqet en eur fêçon, herves a zeblant din,
Evel ouz eun hermit pe ouz eur pelerin :
Me meus bet eur c’hoant vras da rêi dêc’h da c’houzout ;
Mes maleurusamant e voac’h goal gousqet tout.

Guichard.

Allas ! va c’hender qer, dilezet omp ganêc’h ;
Ar vech-mâ e varfomp gant qeuz ha glac’har dêc’h.
Petra a rêyomp-hi, p’hon eus collet Mogi,
A voa hon esperanç hac hor brassa appui ?

Richard.

Ah ! Roue disleal, obstinet hac impi !
C’houi an hini zo caus m’hon eus collet Mogi ;
Hoguen peneverde coll va reputation,
Me droc’hfe ho clopen hep tam compassion.

Roland.

Eul lachete horrubl ha rebechus meurbet
Ez ê laza eun den pehihi zo cousqet.
Appezit ho canvou, me ho ped, Autrone ;
Me a ray hoc’h accord en qichen ar Roue.

Digueri a rêr ar ridojou, hac e tifuner ar Roue.