Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/332

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
322


Nêm.

Grét hon eus, Ampereur, brao hor c’homission ;
Bet hon eus hor goulen hep contestation,
Ha Renod e-unan a zo deut ho pete,
Da gonferi ganêc’h var sujet an trête.

Charlamagn.

Dre Sant Denes a Franç, brefamant en touàn
Mar pretantàn ober nep seurt trête gantàn.

Salomon.

Ha possubl e ve, Sir, ha c’houi eun den qer fur,
Ho pe grêt c’houi ha ni eul le fos ha parjur !

Charlamagn.

Sermonit, Salomon, qement ha ma qerfet,
Me rayo gouscoude ar pez a meus sònjet.

Richard a Normandi.

N’en dê qet, Ampereur, evit receo affront
Ê deut ganemp Renod, m’en assur, va eont ;
Ha p’ho poa promettet ober gantàn trête,
Me meus-àn aliet da zonet ho pete.

Charlamagn.

Ne dalfe qet e nac’h, pell a zo em boa c’hoant
Da zerc’hel em pouvoar Renod an insolant.

Oger.

Selaouit, Ampereur, biqen ne bermetfemp
Ober droug da Renod, dre ma ê deut ganemp ;
Richard, an Duc a Nêm, ha Salomon ha me
A renonço a grenn bremàn d’ho Majeste.
Ni hon deus promettet n’en dije nep offanç,
Ha n’en devo biqen, evit en hor presanç.

Charlamagn.

Palatete mornon ! ma nê fê ganen-me
E ve ar sujedet a ve mestr d’ar Roue !
Eru ê an amzer er vech-màn sur, Renod,
Ma voerzin dêc’h maro va niz qer Bertelot,
Pehini a lazjoc’h, infam ! dre drahison ;
Mes bremàn m’ho talc’ho da vreina er prison.