Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/331

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
321

Mar roit va dragon, e refoc’h eun dra zod.
Me meus dre va c’houraj goneét aneàn ;
Rac-se ec’h entandàn bea mestr varneàn.

Salomon.

Pa na ro demp Richard an dragon dre zouçter,
Demp gant hor c’hurunen ha gant hor c’hlezeyer,
Evit o fresanti d’an Ampereur Charles.
Mes mar carit, Renod, dont ganemp assambles,
Ni ar rayo eur peoc’h general entreoc’h,
Ha ne vimp mui en poan na c’houi na ni pelloc’h.

Renod.

Me a yafe ganêc’h gant pep seurt hardisson,
Ma oufen ne ve qet en nep seurt trahison.

Nêm.

En fe a Chevalier, me a bromet dêc’h se ;
Mar ho pe nep offanç, ni hor bo sur ive.

Renod.

Me ho ped, va breudeur, ha c’houi, Mogis fidel,
Qeit ha ma vin absant da zifen va c’hastel.

Alard.

Renod, mar am sentit n’en dit qet oc’h-unan.
Goell ve dêc’h chom tranqil en castel Montoban
Eguet mont evelse bete ’r Roue Charles,
A zo leun e galon demeus a drompleres.

Richard.

Adieu eta, Renod ; qen a veoc’h êru
Ni hor bo nec’hamant ha sourci a bep tu.

Renod a barti gant an deputeet.


————

Pemzecvet Dialog.

Charlamagn outàn e-unan.

Na pelec’h ê manet va fêvar messajer ?
Mall a meus d’o goelet êru ebars er guêr.
Mes me o goel êru pa gomzen aneze,
Ha Renod a velàn a zo ive gante.